Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
164
LEVR AR C’HENELIEZ.


4. He vreudeur eta o welout e oa karet muioc’h gant he dad eget ann holl vugale all, a gemeraz kaz out-han, ha na hellent mui lavarout komz vad ebed d’ezhan.

5. Choarvezout a reaz c’hoaz ma kountaz d’he vreudeur eunn hunvre en devoa bet, ar pez a greskaz mui-oc’h-mui ho c’hasoni.

6. Rak lavarout a reaz d’ezho : Selaouit ann hunvre am euz bet :

7. Sonjal a rea d’in e oamp oc’h endramm enn eur park, hag e kave gan-en gwelout va malan o sevel, hag o choum plom eun he sao ; hag ho re-hu, renket tro-war-dro, oc’h adori va malan-me.

8. He vreudeur a respontaz : Ha bez’ e vezi-te roue war-n-omp-ni ? Ha beza e vezimp-ni dindan da aotrouniez ? Ann hunvreou hag ar c’homzou-ze na rejont nemet krevaat ha maga ar warizi hag ann drouk ho devoa out-han.

9. Eunn hunvre all en devoe c’hoaz, hag he gounta a reaz ivez d’he vreudeur, o lavarout : Kavout a rea d’in gwelout dre va c’housk, ann heol, al loar hag unnek stereden oc'h va adori.

10. Pa en devoa danevellet ann hunvre-ze d’he dad ha d'he vreudeur, he dad hen tensaz enn eur lavarout : Petra fell d’id-de e ve ann hunvre-ze ec’h euz bet ? ta adori a raimp-ni war ann douar, da vamm da vreudeur ha me ?

11. He vreudeur eta ho devoa gwarizi out-han ; mes he dad a envore war gement-ze hep lavarout ger.

12. Eunn devez he vreudeur o veza choumet e Sichem da ziouall tropellou ho zad da beuri ;

13. Israël a lavaraz da Jozeph : Da vreudeur a zo o tiouall ann denved, e peuriou Sichem, deuz, hag e kasinn ac’hanoud davet-ho. Jozeph a respontaz :