heul Rebeka euz ar Mezopotamia, a varv, hag he bez a vezo galvet derven ann daëlou. Eur zervicher feal a zellit beza aret ha gwelet gant mistri mad hag anaoudek. Rachel he bried muia-karet a varv war hent Bethleem, hag eur peulvan huel ha paduz a lavaro, c’houec’h kant vloaz goude, da vugale Israël distro euz ann Ejipt : Ama eo besiet Rachel. Bez Rachel a zo bet, hag a vezo ato brudet braz dre’n abek d’ar brofesiez gaer a reaz Jeremiaz euz a vuntrerez ann dinamed santel, o lavarout : « Eur vouez a zo bet klevet e Rama gant kalz a hirvoud hag a welvan, Rachel o wela d’he bugale, hep gouzanv beza disc’hlac’haret abalamour n’emamt mui. » (St Vaze. 2. 18.) Er fin he dad Izaak a varv, karget a vloavesiou hag a zellidou ; ha Jakob hag Ezaü en em gavo war he dremenvan ; hi eo o zougo he gorf da gavarn Mambre, hag hen diazezo gant doujanz e kichen Rebeka he bried, e kichen Sara hag Abraham he vamm hag he dad.
O tiegesiou kristen, labourerien enoruz, bevit egiz ar bairiarched, hag e varfot evel-d-ho, euz a varo ar zent. Enorit ho tud varo, goulennit beza besiet enn ho c’hichen, hag ar garantez vraz-ze pehini a vezo bet etre-z-hoc’h enn ho puez hag enn ho maro, a rei d’e-hoc’h en em gavout c’hoaz, hep mar, er joaiou eternel.
Er pennad-ma ne weler nemeur a dra nemet hanoiou bugale Ezaü, ha kerentiez pep hini anezho. Ardamezi a rear koulzkoude penaoz goude ma oe distroet Jakob euz ar Mezopotamia, Ezaü d’he dro, a guitaaz bro Kanaan hag ann douarou nesa da di he dad, evit lezel mui a frankis gant he vreur. Rak, eme a skritur, (gwersad 7) pinvidik braz a oant ho daou, ha na oant ket evit choum eun eul lod ; ar vro e pehini e oant evel tremenidi, na helle mui ho dougen abalamour d’ann niver braz euz ho zropellou.