Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
161
LEVR AR C’HENELIEZ.



SKLERIDIGEZ.


Rachel, evel ma hon euz gwelet, a zigasaz gant-hi doueou Laban he zad ; e-touez ann traou preizet gant bugale Jakob e kear ar Sichimided, ec’h helle beza kalz doueou faoz enn aour hag enn arc’hant ; e-touez kement a dud ha ma oa e ti Jakob ec’h helle beza meur a zervicher paien ha douget da enori ann doueou-ze. O veza bet eta urz digant Doue he-unan da vont da Vethel, ha da zevel eno eunn aoter enn he enor, Jakob a aoze he dud da eul lid ker santel, enn eur ober d’ezho dilezel ho doueou faoz, hag ho digas d’ezhan. Senti a rejont, hag ar patriarch santel ho c’huzaz doun enn douar evit na vijent kavet bikenn mui. Ober a reaz neuze d’he dud en em welc’hi, ha chench dillad evit beza e stad da enori ar gwir Doue dre al lid santel ez ea da ober e Bethel.

Bep sul pa ve doare d’e-hoc’h da vont d’hoc’h iliz parrez da genniga da Zoue sakrifis ann oferen, petra rit-hu evit en em lakaat e stad da blijout d’ho krouer, ha d’he enori dre eul lid ker santel ? ha teurel a rit-hu pell diouz-hoc’h ho toueou faoz, pere eo ann ourgouil, ar bizoni, al ligentez, ar c’hourmandiz hag ann holl dechou all ? Ho douara a rit-hu, dre eur govesion leal, evit na vezo mui hano ebed anezho ? En em welchi a rit-hu dre zaelou ar gontrision, ha chench dillad dre eur vuez nevez ? Oh ! mar grit kement-ze, ho pedennou hag ho sakrifis, evel moged ann ezanz, a zavo gant c’houes vad betek ann trôn a Zoue, hag e tennot war-n-hoc’h, evel Jakob, eur-vad ha bennoz.

Evesaomp c’hoaz ouz ann aked en devoa Jakob da zevel arouesiou e kement leac’h ma en devoa bet eur c’hras bennak digant Doue, ha deskomp, dre he skouer, mirout da vihana e gweled hor c’halonnou, ar zonj euz a vadoberiou Doue ; hag ober a-veachou d’ann iliz pe d’ar beorien eur vad bennak hag a ve evel eunn arouez euz ann hini en deveuz great Doue de-omp.

Eur merk all euz a valedez kaloun Jakob, a oa ar zoursi a gemere da enori he dud tremenet, ha da lakaat war ho besiou eunn desteni bennak euz he garantez hag euz he anaoudegez-vad.

Debora, magerez he vamm, deuet gwechall da

11