war ann hent a gas da Ephrata, pehini eo Bethleem.
20. Jakob a zavaz eunn arouez war he bez, hag ann arouez-ze euz a vez Rachel a weler c’hoaz hirio ann deiz.
21. O veza c’hoaz kuiteet al leac’h-ze, e plantaz he delt enn tu-all da Dour ann tropell.
22. Epad ma edo o choum el leac’h-ze, e c’hoarvezaz ma kouskaz Ruben gant Bala, matez Rachel, ha pried d’he dad ; Jakob na choumaz ket hep gouzout kement-ze. (tevel a reaz evit neuze war eunn drouk ker braz, mes divezatoc’h her gwelimp oc’h he wana hep truez.) Hogen Jakob en devoa daouzek map.
23. Bugale Lia a oa, Ruben ar map henan, Siméon, Levi, Judaz, Issakar ha Zabulon.
24. Bugale Rachel, Jozeph ha Benjamin.
25. Bugale Bala, matez Rachel, a oe Dan ha Nephthali.
26. Bugale Zelpha, matez Lia, a oe Gad hag Azer ; ar re-ze eo ar vugale en devoe Jakob er Mezopotamia e Siria. (Nemet Benjamin ganet war hent Bethleem.)
27. Hogen Jakob a zeuaz da gavout Izaak he dad e traounien Mambre, d’ar gear a Arbe, pehini eo Hebron, hag e pehini e oa bet Abraham hag Izaak o choum evel tremenidi.
28. Izaak en devoa neuze kant pevar-ugent vloaz.
29. Meryel a reaz, uzet dre ann oad, hag ez eaz da gavout he vobl, koz-braz ha leun a zevesiou ; Ezaü ha Jakob he vipien, hel lekeaz enn he vez.