Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
157
LEVR AR C’HENELIEZ.


28. Ann denved, ann ohen, ann ezen a ieaz holl gant-ho, dismantra a rejont pep tra enn tiez hag er meaz.

29. Ha kas a rejont gant-ho da sklaved ar vugale vihan hag ar merc’hed.

30. Goude eunn taol ken hardis, Jakob a lavaraz da Simon ha da Levi : Ma c’harget hoc’h euz a nec’h hag a spount, ha tennet hoc’h euz war-n oun kasoni ar Gananeed hag ar Pherezeed, pere a choum er c’harter-ma ; ni zo nebeut a dud, hi en em glevo, a gouezo war-n-omp, hag e vezinn dismantret, ha va holl dud gan-en.

31. Ar vugale a respontaz : Ha dleet a oa d’ar re-ze gwall-ober gant hor c’hoar-ni, evel gant eur plac’h fall ?


————


SKLERIDIGEZ.


Histor Dina a zesk d’e-omp pegen danjeruz eo d’ann holl, mes ispisial d’ar merc’hed iaouank beza re guriuz. Ho dleat, eme sant Ambroaz, eo karout choum enn ti, diouall da welout re, diouall da veza re welet.

Gwelet em euz eur boked lili enn eul leac’hik kled e kornik eul liorz, ha n’am euz kavet netra kaeroc’h eget he liou, netra matoc’h eget he c’houes. Gwelet am euz lili e leac’h dizolo e kreiz ar jardinou, hag abred e vijent diskaret gant ann avel, gouenvet gant ann heol, pe zaotret gant c’houiled argarzuz ; war vord ann henchou, lili n’am euz gwelet morse.

Eur verc’h iaouank, peurliesa ebarz ann ti, o labourat e kichen he mamm, chetu lilien al liorz. Merc’hed iaouank gwelet alies war ann tachennou, ha dirak daoulagad ann holl ; chetu al lili e kreiz ar jardin ; diskaret int buhan gant avelach ar iaouankiz, grac’helled gant orged foll, ha dramouillet a-wechou gand likaouerien divez. Merc’hed o redek ann henchou ho-unan, n’oufenn gant petra ho henvelebekaat.

Gwelit c’hoaz pet reuz na dent ket war he lerc’h ar pec’hed a ligentez ? Eur geariad tud beuzet enn ho goad, mer-