Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
156
LEVR AR C’HENELIEZ.


18. Piijout a reaz ho mennad da Hemor ha da Sichem he vap.

19. Ann den iaouank, hep gortoz pelloc’h, a reaz diouc’h-tu ar pez a c’houlennent : rak karout a rea meurbed ar verc’h. Hogen hema a zalc’he e pep tra ar penn kenta e ti he dad.

20. Hemor ha Sichem o veza deuet eta d’ar stroll-kuzul e c’horz dor kear, a gomzaz evel-henn ouz ar bobl.

21. Ann dud-hont a zo tud didrouz, hag ho deuz c’hoant da choum gan-e-omp ; trafika a raint dre ar vro ha labourat a raint ann douar-ma, pehini, frank ha braz evel ma'z eo, a vank a c’hounideien ; ni gemero ho merc’hed da briejou, hag a rai d’ezho hor re.

22. Eunn dra hep ken a eneb ouc’h eur mad ker braz : ret e ve d’ann holl baotred gouzanvi ann enwad, oc’h heulia e kement-se kustum ann dud-se.

25. Ho madou, ho loened, ha kement tra ho deuz, a vezo d’e-omp ; n’hon euz nemet asanti enn dra-ma, hag e vevimp holl enn eul lod, ha na raimp nemet eur bobl.

24. Asanti a rejont holl, hog ar baotred a oe holl enwadet.

25. Mes chetu d’ann trede deiz, d’ar mare maz’ eo gwiridika ar gouliou, daou euz a vipien Jakob, Simon ha Levi, breudeur Dina, a gemeraz pep a gleze, a ieaz hardis e kear, hag a lazaz ann holl wazed ;

26. Hemor ha Sichem evel ar re-all, enn eur denna ho c’hoar Dina euz a di Sichem.

27. Pa oant eat er meaz, ar vugale all da Jakob en em daolaz ivez war ar gear leun a dud varo, hag he freïzaz holl, evit venji dizenor ho c’hoar.