Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
158
LEVR AR C’HENELIEZ.

c’hed ha bugale kaset e sklavach. Neket daou zen ho-unan eo a reaz eunn hevelep lazerez, dorn Doue eo a skoe dre-z-ho. Ma karje Dina beza choumet er gear, ann traou-ze na vijent ket c’hoarvezet !




PENNAD XXXV.


Jakob a ia da Vethel. Maro Rachel. Maro Izaak,


1. E keit-se Doue a lavaraz da Jakob : Sao, kea da Vethel, ha choum eno, ha sao eunn aoter d’ann Doue en em ziskouezaz d’id, pa dec’hes kuit a-raok Ezaü da vreur.

2. Neuze Jakob o c’hervel holl dud he di enn dro d’ezhan, a lavaraz : Taolet pell diouz-hoc’h ann doueou estren a zo enn ho touez, en em welc’hit ha chenchit dillad.

3. Hastit, ha pignomp da Vethel, da zevel eno eunn aoter d’ann Doue pehini en deuz klevet ouz-in da zeiz va zrubuillou, ha dalc’het-mad d’in hed va beach.

4. Rei a rejont eta d’ezhan ann holl doueou estren ho devoa, gant ar boukleier-skouarn a oa out-ho, ha Jakob ho flantaz holl enn douar, dindan eur wezen tourmantin a zo a-dre Sichem.

5. Ha pa oant en em lekeat enn hent, Doue a lakaaz eur spount vraz er c’heariou tro-war-dro, ha den na gredaz mont war ho lerc’h enn ho beach.

6. Er c’hiz-ze Jakob hag ann holl dud a oa gant-han, a zeuaz d’ar gear a Luza pehini a zo e douar Kanaan, hag a oa dija lezhanvet Bethel.

7. Sevel a reaz eunn aoter eno, hag e hanvaz al leac’h-ze Ti Doue ; rak eno eo en em ziskouezaz Doue d’ezhan pa dec'he araog he vreur.