1. Hogen Rachel o welout e choume difrouez, a gemeraz gwarizi ouc’h he c’hoar, hag a lavaraz d’he goaz : Ro d’in bugale, pe me varvo.
2. Jakob, eat drouk enn-han, a respontaz d’ezhi : Ha Doue ef-enn me ? ha ne ket hen eo a vir ouz-id da zougen frouez ?
3. Mad, eme-z-hi, chetu ama va matez Rala, kemer anezhi, evit ma wilioudo war va barlen, ha m’am bezo bugale d’re-z-hi.
4. Hag e roaz d’ezhan Bala da bried.
5. Bala hep dale en era gavaz dougerez hag a c’hanaz eur map.
6. Ha Rachel da lavarout : Barnet en deuz Doue enn tu gant-en, ha klevet en deuz va mouez, o rei eur map d’in. Evit-se eo hen hanvaz Dan.
7. Bala o veza deuet da veza dougerez eunn eil gweach, a c’hanaz eur map all,
8. Pehini a reaz da Rachel lavarout : Emgann en deuz lekeat Doue e-tre va c’hoar ha me, hag ounn bet trec’h d’ezhi. Dre-ze e hanvaz ar c’houadur Nephthali.
9. Lia o welout e oa ehanet da gaout bugale, a roaz ivez d’he goaz he malez Zelpha.
10. Houma o veza deuet da veza dougerez hag o veza gwilioudet euz a eur map,
11. Lia a lavaraz : Chetu ’zo mad ; hag abalamour da ze hen hanvaz Gad.