Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/143

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
135
LEVR AR C’HENELIEZ.


12. Zelpha o veza bet eur map all,

13. Lia a lavaraz : Evit va eur-vad eo kement-ma ; rak ar gragez em galvo euruz. Abalamour da-ze hen hanvaz Azer.

14. Eunn devez Ruben o veza eat war ar meaz, tro mare ma vedeur ar gwinis, a gavaz mandragounou, (frouez henvel ouc’h sitronz bihan) hag ho digasaz da Lia he vamm. Ha Rachel a lavaraz d’ezhi : Ro d’in lod euz mandragounou da vap.

15. Eben a respontaz : Ne ket a-walc’h d’id beza lamet digan-en va goaz, c’hoant ec'h euz da gaout c’hoaz mandragounou va map ? Mad, eme Rachel, ra iello da c’hoaz gan-ez fenoz, gant ma ri d’in mandragounou da vap.

16. D’ann abardaez eta pa zeuaz Jakob euz ar park, Lia a ieaz war he arben : Gan-en-me, eme-z-hi, e teui brema ; rak gopreet oud gan-en evit mandragounou va map. Ha Jakob a gouskaz ann nosvez-ze gant-hi.

17. Ha Doue a zelaouaz he fedennou ; genel a reaz he femped map,

18. Hag e lavaraz : Doue en deuz ma faet, dre ma em euz roet va matez d’am goaz. Hag e hanvaz ar c’hrouadur Issakar.

19. Lia o veza deuet dougerez a-darre a wilioudaz euz he c’houec’hved map,

20. Hag a lavaraz : Roet en deuz Doue d’in ar goulou ar re gaera ; evit ar weach-ma e choumo va goaz gan-en, dre m’am euz roet d’ezhan c’houec’h map. Dre’n abek da gement-ze e hanvaz he c’hrouadur Zabulon ;

21. Goude pehini e devoe eur verc’h hanvet Dina.

22. Dont a reaz ivez sonj da Zoue euz Rachel ; klevout a reaz ouc’h he feden, hag e roaz d’ezhi ar c'hras da gaout bugale.