Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
133
LEVR AR C’HENELIEZ.


SKLERIDIGEZ.


Historiou al lezen goz o veza, hervez mn lavar Sant Paol, ken alies a ziougan euz ar pez a dlie c’hoarvezout el lezen nevez, ann Tadou Santel ho deuz klasket, ha kavet dindan daou zimizi Jakob, eur gentel gaer ha talvoudek evid-omp.

Lia a zinifi labour, ha Rachel a zinifi ar gwel a Zoue. Holl e karomp gwelout Doue, evel ma karé Jakob Rachel ; mes kent eget arruout bete Doue, e renker poania, evel ma renkaz Jakob dimizi da Lia a-barz kaout Rachel ar goanta. Diou vuez hon euz da ren pep hini ac’hanomp ; buez ar bed-ma, pehini a zo eur vuez a dribuill hag a boan ; ha buez ar bed-all, pehini a zo eur vuez a beoc’h hag a eurusted. Gloasiou Jezuz-Krist, deraouet er c’hraou a vethleem, hag achuet war menez kalvar, a zesk d’e-omp petra hon euz da c’hedal dre-ama ; he rezureksion hag he c’hloar enn env, a verk ar pez hon euz da esperout er bed-all.

Pevarzek vloaz servich a zo da Jakob evel eunn nebeudik dervesiou, abalamour d’he garantez vraz evit Rachel. Oh ! labouriou ar vuez-ma a ve berr hag eaz evid-omp, ma karfemp Doue euz a greiz hor c’haloun ! Rak hen he-unan en deuz taillet d’e-omp al labourou-ze, hag hen he-unan a dle beza hor gopr hag hor c’hurunen. Sulvui eta maz int hir ha poaniuz, sul vrasoc’h a vezo ar gopr, sul gaeroc’h ar gurunen.

Salomon o veza skrivet kement a draou kaer war ar furnez, a lavare, enn eurhuanadi : He c’haret am euz, he c’hlasket am euz a-dalek va iaouankiz, he goulennet am euz da bried, deuet e oann orgeder euz he gened. Va map, eme ar Spered-Santel d’ezhan, mar fell d’id kaout ar furnez, mir gourc’hemennou Doue, ha Doue he roio d’id. — He welout a reomp, e pep leac’h hag e pep tra, a-barz kaout Rachel eo ret kemerout Lia.


————