Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
LEVR AR C’HENELIEZ.


27. Gra da zizun briedelez gant houma, ha me roïo eben d’id evit seiz vloaz servich a ri d’in a-darre.

28. Asanti a reaz d’ar pez a c’houlenne ha pa oe tremenet ar zizun ec’h eureujas ivez gant Rachel ;

29 Da behini e roaz ivez he zad eur vatez hanvet Bala.

30. D’ann divez, Jakob o veza bet ann hini a felle d’ezhan, a ziskouezaz enn he c’henver mui a garantez eget evit ar genta ; hag a zervichaz c’hoaz Laban e-pad seiz vloaz,

51. Ha Doue o welout e tisprize Jakob Lia, a roaz da houma ar c’hras da gaout bugale, e-pad ma choume he c’hoar brec’haign.

52. Lia deuet da veza dougerez, a c’hanaz eur map da behini e roaz ann hano a Ruben, enn eur lavarout : Doue en deuz gwelet ann disprizanz a rear ac’hanoun, brema va fried am c’haro.

33. Dont a reaz da veza dougerez eunn eil gweach, ha genel a reaz eur map ; hag e lavaraz : Doue o veza gwelet e oann disprizet, en deuz roet c’hoaz hema d’in. Hag hen henvel a reaz Simeon.

34. Dont a reaz da veza dougerez eunn deirved gweach, hag o veza c’hoaz gwilioudet euz a eur map, e lavaraz : Brema e vezo startoc’h unvaniez etre va goaz ha me, dre ma em euz roet d’ezhan tri map. Evit-se e hanvaz hema Levi.

55. Dont a reaz da veza dougerez evit ar bederved gweach, hag e devoe c’hoaz eur map, hag e lavaraz : Brema me veulo Doue ; dre-ze hen hanvaz Judaz. Hag ec’h ehanaz da gaout bugale.


————