Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
126
LEVR AR C’HENELIEZ.


3. Doue holl c’halloudek r’az pennigo, ra rai d’id kreski hag eleiza, evit ma vezi penn-kef eur maread a voblou.

4. Doue ra roio d’id ha d’az wenn enn da c’houde ar vennoz en deuz roet da Abraham, evit ma vezi eunn deiz perc’hen ann douar-ma e pehini n’emoud nemed en eur dremen, ha pehini a zo gwestlet gant-han d’az tad-koz.

5. Jakob eta o veza kimiadet Izaak, en em lekeaz enn hent, evit mont d’ar Mezopotamia e bro Siria, da di Laban map Bathuel siriad, breur da Rebeka he vamm.

6. Hogen Ezaü o welout en devoa he dad benniget Jakob, hag he gaset d’ar Mezopotamia, evit kemerout eur c’hrek euz ar vro-ze ; ha penaoz goude beza he venniget, en devoa roet d’ezhan ar gourc’hemenn-ma : Na gemeri bikenn eur pried euz a douez merc’hed Kanaan ;

7. Ha penaoz e oa eat Jakob d’ar Siria, o senti ouc’h he dud ;

8. O c’houzout ivez, penaoz he dad na wele ket gant joa merc’hed Kanaan ;

9. Ez eaz da garter Ismael, hag estr-eget ar groagez en devoa dija, e temezaz eno da Vaheleth, merc’h da Ismaël, map Abraham, ha c’hoar da Nabaiot.

10. Jakob eta, o veza kuiteet Barsabe, a ie etrezek Haran.

11. O veza deuet enn eul leacvh a oa, hag o tont c’hoant d’ezhan da ober eunn ehan eno, goude ar c’huz-heol, e kemeraz eur mean divar ann douar, hag oc’h hel lakaat dindan he benn, en em roaz da gousket eno memes.

12. Hag e welaz, dre he hunvre, eur skeul harpet