Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
125
LEVR AR C’HENELIEZ.

gog ; da lavarout eo, heritach relijion ar juzevien. Ann diou relijion, hini ar sinagog hag hini ann ilis katholik, a hell beza kemeret evel diou c’hoar, euz a bere ar iaouanka e deuz diarbennet ar gosa. Ha chetu ar mister skeudennet er skritur sakr, dre ar pez a c’hoarvezaz gant Ezaü ha Jakob. Izaak sklereet gant Spered Doue, a anaie kement-ze tost-da-vad, rak na welomp ket en defe tamallet Jakob euz ar pez en devoa great. Ha mar souhet da Ezaü madou ann douar evit he zisc’hlac’hari, e lavar d’ezhan bepred : bez’ e vezi didan da vreur.

Er fin, diouallomp da ober evel Ezaü ; diouallomp da zisprijout grasou Doue, hag ar madou eternel diouganet d’e-omp ; ha diouallomp da bec’hi gant faë, e-pad ma’z omp iac’h ha kré ; rak dont a rai eunn devez e pihini e klaskimp ar grasou-ze, evel Ezaü, ha n’ho c’havimp mui. Goulenn a raimp gant daelou hag gant hirvoud ann heritach kaer a oa tonket d’e-omp, ha na vezimp ket selaouet ! « Dioualllt, eme zant Paol, e ve enn ho touez unan bennak oriad ha dizuj, evel Ezaü, pehini evit eur pred-boed, a werzaz he henanded : rak gouzout a rit penaoz, o veza c’hoanteet goude-ze kaout, evel kenta heritour, bennoz he dad, e oe lekeat a gostez ; ha na hellaz bikenn ober d’he dad distrei war ar pez en devoa great e-kenver he vreur, petra bennak ma her goulenne gant daelou c’houero !! » (Hebr. 12. 16.)




PENNAD XXVIII.


Skeul Jakob.


1. Izaak eta a c’halvaz Jakob, her bennigaz, hag a roaz d’ezhan ar gourc’hemenn-ma : Na gemer bikenn eur c’hrek euz a douez merc’hed Kanaan.

2. Hogen sao, kemer da hent war-zu ar Mezopotamia e bro Siria, kea da di Bathuel, tad da vamm ; ha demez eno da unan euz a verc’hed Laban da eontr.