he zroad war ann douar, hag he bek touch ouc’h ann env ; hag elez Doue o pignat hag o tiskenn dre-z-hi ;
13. Ha Doue he-unan, brusket war ar skeul, o lavarout d’ezhan : Me eo ann Aotrou, Doue Abraham da dad, ha Doue Izaak ; ann douar war behini e kouskez, he rei a rinn d’id ha d’az lignez.
14. Da wenn a vezo ker stank ha poultren ann douar ; en em astenn a ri d’ar c’huz-heol ha d’ar zao-heol d’ann hanter-noz ha d’ar c’hresteiz, ha benniget a vezo holl vroadou ann douar enn-oud, hag enn hini a dle diskenn ac’hanoud.
15. Me vezo da zifennour e kement leac’h ez i ; ta zigas a rinn enn dro d’ar vro-ma, ha n’az tilezinn ken n’am bezo great holl ar pez am euz lavaret.
16. Jakob dihunet euz he gousk, a lavaraz : E gwirionez Doue a zo el leac’h-ma, ha na vienn doare.
17. Ha spountet holl, e lavaraz c’hoaz : Pegen terrubl eo al leac’h-ma ! e gwirionez ama ema ti Doue ha dor ann env !
18. Jakob eta, o sevel da vintin, a gemeraz ar mean en devoa lekeat dindan he benn, her plantaz eno da zervichout da arouez, o skuilla eol war-n-ezhan.
19. Hag e hanvaz Bethel ar gear dosta d’eno, pehini a c’halvet a-raok Luza. (Bethel a zinifi ti Doue.)
20. Ober a reaz ivez eur gwestl enn eur lavarout : Mar choum Doue gan-en, mar kendalc’h d’am diouall hed ann hend dre behini e kerzann, ma ro d’in bara da zibri, ha dillad da wiska ;
21. Mar tistroann euruz da di va zad, ann Aotrou a vezo va Doue :
22. Hag ar mean ma, am euz savet evit arouez, a vezo