Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
LEVR AR C’HENELIEZ.

ma ouzoud e kavann mad ; ha digas-hi d’in evit ma debrinn ha ma roio va ene he vennoz d’id, a-raok ma varvinn.

5. Rebeka o veza klevet ar c’homzou-ze ; hag Ezaü o veza ea war ar mesiou, da ober ar pez ea devoa gourc’hemennet he dad ;

6. A lavaraz d’he map Jakob : Klevel am euz ho tad o komz gant ho preur Ezaü, hag o lavarout d’ezhan :

7. Digas d’in eunn dra bennak euz da chase, hag aoz d’in eunn tamm-boed da zibri, evit ma rinn d’id va bennoz dirak Doue, a-barz ma varvinn.

8. Brema ’ta, va map, heuliit ar c’huzul a rann d’he-hoc’h :

9. It d’ann tropell, ha digasit d’in daou venn-gaor euz ar re gaera, evit mac’h aozinn d’ho tad gant-ho eur boed a behini e tebr a-galoun-vad :

10. Ha pa ho pezo he gaset d’ezhan, ha pa en devezo debret anezhan, hen ho pennigo a-barz mervel.

11. Jakob a respontaz d’ezhi : Gouzout a rit penaoz Ezaü va breur a zo goloet a vleo, ha me ne d-ounn ket ;

12. Mar deu va zad d’am dastourni, ha da c’houzout eunn dra bennak, aoun am euz na gredfe em bé bet c’hoant da ober goab anezhan ; hag e tenninn war-n-oun he valloz eleac’h he vennoz.

13. Ar vamm a respontaz : Ra gouezo ar valloz-ze war-n-oun, va map ; sentit hep ken ouz va c’homzou, hag it buhan da gerc’hat ar pez a lavarann.

14. Hag hen mont, ha digas daou venn, hag ho rei d’he vamm. Houma a aozaz gant-ho eur pred-boed, ec’hiz ma wie e kave mad he dad.

15. Neuze hi a reaz d’ezhan gwiska dillad Ezaü, he re gaera, pere a oa gant-hi enn ti.

16. Lakaat a reaz enn dro d’he zaouarn, ha war he c’houzouk noaz, kroc’hen ar menned.