Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121
LEVR AR C’HENELIEZ.


17. Hag e roaz neuze d’ezhan ar gefalen e devoa great, hag ar bara e devoa poazet.

18. Jakob o veza eat gant-ho, a lavaraz : Va zad ! Hag hema a respontaz : Klevout a rann ; piou oud-de, va map ?

19. Ha Jakob a respontaz : Me eo Ezaü, ho map hena ; great am euz hervez ma ho poa gourc’hemennet d’in : savit, azezit, ha debrit euz va chase, evit ma em benniget goudeze.

20. Hag Izaak da lavarout c’hoaz d’he vap : Penaoz ec’h eus-te gallet kavout gouéach ker buhan, va map ? Ha Jakob a respontaz : Falvezet eo da Zoue em be kavet buan ar pez a felle d’in.

21. Hag Izaak a lavaraz : Tosta ama, evit ma touchinn ouz-id, va map, ha ma wezinn ha bez’ ez oud va map Ezaü pe ned-oud ket.

22. Jakob a dostaaz ouc’h he dad, hag Izaak o veza he dastournet, a lavaraz : Evit ar vouez, a zo mouez Jakob ; hogen ann daouarn a zo daouarn Ezaü.

23 Ha n’hen anavezaz ket, rak he zaouarn goloet a vleo, a oa henvel holl ouc’h re he vreur hena. Enn eur rei eta he vennoz d’ezhan,

24. E lavaraz ; Ha te eo va map Ezaü ? ha Jakob a respontaz : Hen ounn :

25. Va map, eme lzaak, digas d’in da zibri euz da chase, evit ma rei va ene he vennoz d’id. Lakaat a reaz ar boed dira-z-han, hag e tebraz ; kenniga a reaz ivez gwin d’ezhan, hag ec’h evaz.

26. Hag Izaak a lavaraz : Tosta ouz-in, ha ro d’in eur pok, va map.

27. Jakob a dostaaz, hag a bokaz d’ezhan. Hag lzaak, ker kent ha ma klevaz ar c’houes-vad a daole he