Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
119
LEVR AR C’HENELIEZ.

devoa lekeat he zujidi e riskl da ober, hep gouzout d’ezho, ar pec’hed a avoultriez, a zesk d’e-omp pegen heuzuz eo ar pec’hed-ze, pa’z eo gwir eo bet doujet kement gant ar baianed ho-unan, da vihana e derou ar bed.

Merzout a dleomp ivez brud ha chanz-vad Izaak, ken enn he zouarou ken enn he loened. A beleac’h e teue d’ezhan kement a binvidigesiou ? Euz a vennoz ann Aotrou Doue, tennet war-n-ezhan dre he bedennou pemdesiek.

Er fin, d’ann dud iaouank e livirinn : Taolit evez eur weach c’hoaz war ar paour-keaz Ezaü ; he welet hoc’h euz gwall chaseour, paotr gourmand, dont a ra da veza den lik. Dimizi a ra da ziou c’hrek, hep ezomm ebed ; dimizi a ra da ziou baianez enep grad-vad he dad hag he vamm ; petra a c’hoarvezo euz a eunn hevelep dimizi ? he ziou c’hrek na reont nemet rann-galoun da Izaak ha de Rebeka dre ho gwall vuez. Bugale kristen, lennit ha prederiit, ha na zimizit bikenn enep grad-vad ho kerent.




PENNAD XXVII.


Izaak a ro he vennoz da Jakob, o kredi he rei da Ezaü.
(Euz ar bed 2245. — A-raok J.-K. 1759.)


1. Hogen Izaak a oa deuet koz, tenvalaat a rea he zaoulagad, ha na helle mui gwelout ; gervel a reaz eta Ezaü he vap hena, ha lavarout a reaz d’ezhan : Va map ! Heman a respontaz : Chetu me ama.

2. Hag he dad : Gwelout a rez eme-z-han, ez ounn koz braz, ha na ouzonn peur e varvinn.

3. Kemer da armou, da iac'h-birou ha da warek, ha kea war ar meaz, ha pa ez pezo paket eunn dra bennak o chaseal,

4. Gra d’in gant-han eur gefalen, (ragout), e c’hiz