hon-unan touchet ouc'h netra a gement a oa d’id, na great netra a gement a helje ober poan d’id ; mes da lezet hon euz d’hor c’huitaat e peoc’h, pinvidikeat dre vennoz ann Aotrou.
30. Izaak a reaz eta eul lein vraz d’ezho, ha goude beza debret hag evet,
31. Da vintin, pa zavjont, e touejont ho lé ann eil d’egile hag Izaak ho lezaz da zistrei e peoc’h d’ho bro
32. Hogen chetu, enn deiz-ze memes, mevelien Izaak a zigouezaz da rei kelou d’ezhan euz ar punz ho devoa toullet, hag e leverjont : Kavet hon euz dour.
33. Chetu perag e c’halvaz ar punz-ze founder, hag ann hano a Versabé a oe roet dar gear, hag he deuz c’hoaz hirio ann deiz.
54. Hogen Ezaü d’ann oad a zaou-ugent vloaz a gemeraz diou c’hrek, Judith, merc’h Beeri Hethead, ha Basemath, merc’h Elon, diouc’h ar memes karter.
55. Hag ho diou ho devoa great poan-galoun da Izaak ha da Rebeka.
Dâ eo gan-e-omp gwelout ann Aotrou-Doue o terc’hel sonj ato euz he vignoun braz Abraham ; hag oc’h he glevont o lavarout d’he vap Izaak : Benniget a vezo enn da wenn holl voblou ann douar, dre ma en deuz da dad miret va gourc’hemennou. Mar teu alies Doue da virout evit ar vugale ar gastiz a oa dleet d’ho zad, e teu aliesoc’h c’hoaz d'ho garedoni dre’n abek da oberiou mad ho zud koz ; hag er c’hiz-ze e splanna bemdez ar wirionez-ma diskleriet gand ar spered santel : Kurunen ar gozidi eo ho bugale vad, hag enor ar vugale eo brud-vad ho zud-koz. (Prov. 17. 6.).
Abimelek oc’h en em glemm da Izaak divar-benn ma en