Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
103
LEVR AR C’HENELIEZ.

kennaz dioc’h-tu ar pod war he breac’h, hag e roaz d’ezhan da eva.

19. Goude ma en devoa evel, hi a lavaraz : Ne ket a-walc’h, tenna a rinn ivez dour d’ho kanvaled, ken ho devezo evet holl.

20. Hag o veza diskarget he fod er c’haniou, e redaz d’ar punz da denna dour, hag e roaz anezhan d’ann holl ganvaled.

21. Hogen at zervicher a zelle out-hi, hep lavarout ger, o klask gouzout hag en devoa Doue roet d’ezhan eur veach euruz, pe n’en devoa ket.

22. Hogen goude ma ho devoa evet ar ganvaled, ar goaz a dennaz da rei d’ezhi, eur re vouklou-skouarn, enn aour, hag a boueze daou sikl ; ha diou chadennik-divrec’h pere a boueze dek sikl ;

23. Hag a lavaraz d’ezhi : da biou oc’h-tu merc’h ? livirit d’in : ha bez’ ez euz e ti ho lad eul leac’h evid-oun da loja ?

24. Hi a respontaz ; Me zo merc’h da Vathuel, map Melka euz he goaz Nakor.

25. Oc’h penn-ze, eme-z-hi, bez’ ez euz enn hon ti-ni kalz kolo ha kalz fouenn, ha frankiz e-leiz da loja.

26. Ar goaz a stouaz d’ann douar, hag a adoraz ann Aotrou-Doue.

27. Enn eur lavarout : benniget ra vezo ann Aotrou, Doue Abraham va mestr, pehini n’en deuz ket lamet digant va mestr he drugarez nag he wirionez, ha pehini en deuz va bleniet eeun-hag-eeun da di breur va mestr.

28. Ar plac’h iaouank a redaz eta da di he mamm, hag a zanevelaz ann holl draou e devoa klevet.