9. Ar zervicher a lekeaz eta he zourn dindan morzad Abraham he vestr, hag a douaz ober ar pez a c’hourc’hemenne.
10. Kemerout a eure dek kanval diouc’h tropel he vestr, hag en em lekeaz enn hent, o kas gant-han prezanchou a bep seurt ; hag ez eaz rag-eeun d’ar Mezopotamia, d’ar gear emedo Nakor o c’houm enn-hi.
11. O veza lekeat he ganvaled da ziskuiza eunn tammik, er meaz a gear, e kichen eur punz-dour, war ann abardaez d’ar mare ma'z eo kustum ar merc’hed da zont da gerc’hat dour, e lavaraz :
12. Aotrou, Doue Abraham va zikourit hirio, me ho ped ; grit trugarez e kenver Abraham va mestr ;
13. Chetu me em zao e kichen ar feunteun-ma, ha merc’hed tud ar gear-ma zeui bremaik da gerc’hat dour ;
14. Ar plac’h iaouank eta da behini e livirinn : Izeleit ho pod evit ma evinn ; hag a responto : Evit, ha me roï ivez da eva d’ho kanvaled ; ra vezo houn-nez ann hini hoc’h euz dilennet da Izaak ho servicher ; ha dre gement-ze e wezinn hoc’h euz great trugarez e kenver va mestr.
15. N’en devoa ket achuet-mad da gomz er c’hiz-ze e gweled he galoun, chetu Rebeka o tont er meaz ; Rebeka merc’h Bathuel, map Melka grek Nakor, breur Abraham, ha gant-hi eur pod war he skoaz.
16. Eur plac’h kaer meurbed, eur verc’h diouc’h ar re goanta, hag enn he holl gwerc’hded : bet e oa dija er feunteun, hag e tistroe gant he fod leun a zour.
17. Ar zervicher a ieaz war he arbenn, hag a lavaraz : Roit d’in eur banne-dour da eva diouc’h ho pod.
18. Hi a respontaz : Evit, va Aotrou ; hag e tis-