1. Hogen Abraham a oa koz, hag oajet braz ; ha Doue en devoa he venniget e pep tra.
2. Lavarout a reaz eunn devez d’ar c’hosa euz he zervicherien, d’ann hini a vere he holl vadou : Laka da zourn dindan va morzad.
3. Evit ma rinn d’id toui dre ann Aotrou, Doue ann env hag ann douar, penaoz ne gemeri bikenn evit pried d’ann map, nikun euz merc’hed ar Gananeed, etouez pere emaounn o choum ;
4. Mes penaoz ez i raktal d’ar vro e pehini ema va c’herent, hag e kemeri ac’hano eur c’hrek d’am map Izaak.
5. Ar zervicher a respontaz : Ma na fell ket d’ar verc’h dont gan-en d’ar vro-ma, ha kas a rinn-me ho map d’ar vro a behini ez-oc’h deuet.
6. Hag Abraham a lavaraz : Diouall na gasi bikenn va map di.
7. Ann Aotrou, Doue ann env, pehini eo deuz va zennet euz a di va zad, hag euz ar vro a behini ounn ginidik ; pehini en deuz komzet ouz-in, ha touet d’in enn eur lavarout : Rei a rinn ar vro-ma d’az wenn ; ann Doue-ze a gaso he eal-mad enn da raok, hag az pezo, hep mank, eur pried d’am map ac’hano.
8. Ma na fell ket d’ar verc’h dont d’az heul, ne vezi ket dalc’het dre da le ; nemet, na gasi bikenn va map d’ar vro-ze.