Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104
LEVR AR C’HENELIEZ.


29. Hogen Rebeka e devoa eur breur hanvet Laban, pehini a ieaz diouc’h-tu da gavout ar goaz-ze war za ar feunteun.

30. Gwelet en devoa dija ar bouklou-skouarn, hag ar chadennouigou-divrec’h etre daouarn he c’hoar ; ha klevet en devoa gant-hi pep tra, pa lavaraz-hi Chetu petra en deuz ann den-ze danevellet d’in ; hag e teuaz da gavout ar goaz pehini a oa c’hoaz enn he zao gant he ganvaled, e kichen ar feunteun.

31. Hag e lavaraz d’ezhan : deuit enn ti, c’houi pehini a zo benniget gant Doue, perak e choumit-hu er meaz ? great am euz ho plas du-ma, ha prest eo lojeiz ar ganvaled.

32. Hen digas a reaz neuze drann ti, hag e tizammaz ar ganvaled ; rei a reaz d’ezho kolo ha fouenn ; ha dour d’ar goaz da welc’hi he dreid, ha d’ann dud a oa deuet gant-han.

33. Hag e oe lekeat dira-z-han boed da zibri ; mes hen a lavaraz : Na tebrinn tamm, ken nam bezo danevellet va c’hrefridi. Laban a respontaz d’ezhan : komzit.

34. Hag hen da lavarout : Me zo mevel gant Abraham ;

35. Hag ann Aotrou-Doue en deuz benniget meurbed va mestr ; he c’hreat en deuz pinvidik ha galloudek, roet en deuz d’ezhan denved hag ejenned, arc’hant hag aour, mevellien ha mitizien, kanvaled hag ezen.

36. Ha Sara, grek va mestr, e deuz ganet d’am mestr eur map enn he c’hozni, ha va mestr en deuz roet d’ezhan he holl vadou.

37. Ha va mestr eu deuz great d’in toui enn eur