Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
LEVR ANN EXOD.

kousket gant-hi, e roio d’ezhi argourou, hag e kemero anezhi da bried.

17. Hoghen ma na fell ket da dad ar verc’h he rei d’ezhan, hen a baeo ar zoum arc’hant a gustum ar merc’hed da gaout evit argourou.

18. Ne lezot ket ar sorcerien da veva nepred.

19. Piou bennag en devezo great fall gant eunn aneval, a vezo lekeat d’ar maro.

20. Piou bennag en devezo sacrifiet d’ann Doueou, nemet d’ann Aotrou hep ken, a vezo lekeat d’ar maro.

21. Na nec’hot ket ann diaveziad, na n’he ankeniot ket, rak diavezidi oc’h bet hoc’h-unan e douar ann Ejipt.

22. Ne reot ket a c’haou ouz ann intanvez nag ouz ann emzivad.

23. Mar noazit d’ezho, e kriint var-zu enn-oun, hag e selaouinn ho c’hri :

24. Hag e tano va buaneghez, hag e skoinn var-n-hoc’h gant ar c’hleze, hag ho kraghe a vezo intanvezed, hag ho pugale emzivaded.

25. Mar prestit arc’hant d’ar re baour euz va bobl a choum enn ho touez, ne voaskot ket var-n-ezho evel ma ra eur goall-viraer, ha n’ho c’hrevot ket dre hoc’h uzurerez

26. Mar hoc’h euz kemeret digant ho nessa he viskamant evit arrez, he root endro d’ezhan araok ma vezo kuzet ann heol.

27. Rak n’en deuz pez dillad all ebed da c’holeï he gorf, na da lakat var he ghein pa’z aï da gousket ; mar kri etrezeg enn-oun, e selaouinn anezhan, dre ma’z oun trugarezuz.

28. Ne oall-gomzot ket euz ar varnerien, ha ne vallozot ket var ar prins a zo e penn ho pobl.

7