Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
LEVR ANN EXOD.


29. Ne zaleot ket da gas ho teogou hag ho preveudiou ; ar c’henta ganet euz ho mipien a root d’in.

30. Euz hoc’h ejened hag euz ho tenved e reot ar memes tra ; seiz devez e choumint gant ho mamm, ha d’ann eizved devez e kasot anezho d’in.

3l. Beza e vezot holl tud konsakret d’in, ne zebrot ket euz ar c’hik a vezo bet tanveet araog gant al loened gouez ; he deurel a reot d’ar chas.


————


SKLERIDIGHEZ.


N’euz netra da lavarout var lezennou ar pennad-ma ; ar rezoun, pe ar skiant vad, a zo assant gant komsou Doue. N’euz nemet eur gher da lavarout var ar versad 18.

l8. Ne lezot ket ar sorcerien da veva enn ho Touez. Kelc’her, divinour, sorcer ha strobineller a zo ar memes tra. Ann dud a ra ar vicher-ze a dro kein da Zoue, hag en em ro d’ann diaoul he enebour. Dre-ze int bet a viskoaz eskumunighet e religion ar guir Doue evel idolatred. Mar d-eo eskumunighet ar zorcerien, ar re a c’houlenn kuzul digant-ho a gouez ivez alies dindan ho eskumunighen. Eur zouez hag eur vez eo guelet c’hoaz hirio ann deiz kristenien o vont d’ho c’havout. Anzao a rann ez euz bet sorcerien enn amzer guechall, pa oa ar bed gozik oll dindan galloud ann Drouk Spered. Mes abaoe ma eo santifiet ar vro gant ar religion gristen, hag ann dud gant ar Zakramanchou, Doue ne lez mui ann Drouk Spered da droumpla ann dud dre falz viraclou. Ann dud en em ro hirio evit sorcerien, ne d-int eta nemet laeroun ; ha kel lies gueach ma vezont paket gant justis ar bed, int obliget da anzao ne reont ho micher, nemet evit houperiga ann dud sot ha tenna arc’hant euz ho ilc’hier.