Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
96
LEVR ANN EXOD.

ann hini en doa ho c’hemeret enn he garg ; mar bez kavet al laer, e taskoro daou c’hement all.

8. Ma ne gaveur ket al laer, mestr ann ti a vezo kaset dirag ar varnerien, hag e touo var he le penaoz n’en deuz ket astennet he zourn var dra he nessa.

9. Da ober al laeronsi-ze, daoust petra eo, pe ejen, pe azen, pe zanvad, pe zillad, pe eunn doumach bennag all ; kaoz ann diou ghevren a ielo beteg ar varnerien, ha mar koundaonont ann tredeok, e taskoro daou c’hement d’he nessa.

10. Ma en deuz eunn den roet da viret d’he nessa eunn azen, eunn ejen, eunn danvad, pe n’euz fors pe seurt loen, hag eo marvet, pe eat da fall, pe ghemeret gant ann enebourien, ha den n’en deuz guelet,

11. Ann tredeok a deuo dirag ar varnerien penaoz n’en deuz ket astennet he zourn var dra he hentez, hag ar perc’hen a dremeno gant al le-ze, hag ann tredeok ne vezo ket rediet da baea ann dra kollet.

12. Mes mar d-eo bet laeret, e renko dic’haoui ar perc’hen.

13. Mar d-eo bet taghet gant eul loen gouez, e kaso d’ar perc’hen ann aneval a zo bet lazet, ha n’en devezo netra da baea.

14. Ann hini en devezo goulennet e prest digant he nessa eunn dra bennag euz ann traou-ze, hag eo eat da goll pe marvet, ha na oa ket ar perc’hen var al leac’h, a vezo rediet da zic’haoui.

15. Hoghen ma ema ar perc’hen var al leac’h, ann emprestour na baeo ket, dreist pep tra ma en deuz gopreet al loen, hag e tlie paea talloudeghez he labour.

16. Ma en deuz unan bennag touellet eur verc’h guerc’h, ha ne d-eo ket c’hoaz demezet, hag en deuz