Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
95
LEVR ANN EXOD.






PENNAD XXII.


Lezennou roet gant Doue da Voïzes.


1. Ma en deuz unan bennag laeret eunn ejen, pe eunn danvad hag en deuz ho guerzet pe lazet ; e taskoro pemp ejen evit eunn ejen, ha pevar danvad evit eunn danvad.

2. Mar d-eo paket al laer o terri ann or pe o toulla ar vogher da vont enn eunn ti, ha mar d-eo maro divar ar gouli en deuz bet, ann hini en deuz he skoet, ne vezo ket kabluz euz he varo.

3. Mes ma en deuz great ann taol-ze goude ma oa savet ann heol, en deuz great eur muntr, hag e tle mervel he-unan. Al laer, ma n’en deuz ket peadra da rei evit rapari he laeronsi, a vezo guerzet.

4. Mar bez kavet beo enn he di ar pez a zo bet laeret, ann ejen, pe ann azen, pe ann danvad, e taskoro daou evit unan.

5. Ma en deuz unan bennag great doumach enn eur park pe enn eur vinien, hag en deuz laosket he loen da beuri tra ann hentez, e roio en dic’haou ar pez en deuz a vella enn he bark he-unan pe enn he vinien diouc’h ma vezo bet istimet ann doumach.

6. Ma en deuz ann tan o kreski kavet spern var he hent, hag eo bet kroghet er berniou ed, pe enn edou var droad er parkeier, ann hini en deuz c’houezet ann tan a baeo ann doumach.

7. Ma en deuz unan bennag roet d’he vignoun arc’hant pe eul lestr da viret, hag int bet laeret digant