Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
LEVR ANN EXOD.



SKLERIDIGHEZ.


Al lezennou a ro Doue aman da Voïzes, ne d-int nemet ann displeg dre ar munudou euz ann dek gourc’hemen roet gant-han he-unan d’ar bobl divar ar menez. Lod anezho na zellont nemet ouz ar bobl a Israël, hag ho ghervel a helleur lezennou ar reiz, pe lezennou ho gouarnamant. Koulskoude pep kristen a hell ho lenn hag ho studia, hag e servichint kalz da rei d’ezhan eur spered eëun, leal ha madelezus.

Var al lezennou a zo er pennad-ma ne livirin nemet eur gomz pe ziou. — Guelit peghement a stad a ra Doue euz a vuez ann den, pa eo guir e c’hourc’hemenn labeza dioc’h-tu al loen nemes en devezo lazet eunn den.

Pa lavar Doue e paeo ar muntrer lagad evit lagad, dant evit dant, ne ket evit doughenn ann dud d’en em venji eo e lavar kement-se, mes evit derc’hel var froudennou ar venjanz, o tifenn ober d’ann torfedour mui a zroug eghet n’en deuz great. Ha pa eo deut hor Zalver var ann douar, en deuz c’hoaz douseet ar gourc’hemenn, o lavarout : « Na stourmit ket ouc’h ann den fall ; mar sko unan-bennag var ho jod deou, kennighit d’ezhan c’hoaz ann hini gleiz. »

Dreist peptra taolit evez var ann daou versad 15 ha 17. Nep en devezo skoet gant he dad pe gant he vamm a vezo lekeat d’ar maro. Neb en devezo millighet he dad pe he vamm a vezo lekeat d’ar maro ! Ann Aotrou Doue a ouie a-oalc’h penaoz doujanz ar vugale evit ho zad hag ho mamm a oa al lezen-benn evit pep gouarnamant, rak eur c’hrouadur na zouj ket he dad, ha na enor ket he vamm, ne zoujo ket mistri all nemet forset e ve. Chetu perag eo Doue ker rust ouc’h ar vugale dinatur-ze : Ra vezint lekeat d’ar maro. Hirio lezennou ann dud a zo dousoc’h e kenver ar vugale direspet evit ho zad hag ho mamm, mes lezen Doue a zo bepred ar memes lezen ; skei gant-ho, pe mallozi var-n-ezho a zo pec’hed marvel ; hag ann taoliou-ze, hag ar mallozou-ze a gouez alies var benn ar vugale, a-daleg ar vuez-ma.