Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
93
LEVR ANN EXOD.


28. Ma en deuz eunn ejen roet eunn taol korn da eur goaz pe da eur vaouez, hag int maro, ann ejen a vezo lazet a daoliou mein ; ha na vezo ket debret he ghik ; mes perc’hen ann ejen a vezo divlam.

29. Hoghen ma tourte ann ejen deac’h ha derc’hent-deac’h, hag ho deuz ann dud lavaret kement-se d’he berc’hen, ha n’en deuz ket he-ma he zalc’het er c’hraou, hag en deuz lazet eur goaz pe eur vaouez ; ann ejen a vezo lazet a daoliou mein, hag he berc’hen a lakaint d’ar maro.

30. Mar bez koundaonet da baea eur zoum arc’hant, e roi, evit dasprena he vuez, ar pez a vezo goulennet digant-han.

31. Ma en deuz ann ejen skoet eur paotr pe eur plac’h, ar varn a vezo ar memes tra.

32. Ma en deuz skoet gant eur sklav pe gant eur sklavez, he berc’hen a baeo tregont sikl arc’hant d’ho mestr, hag ann ejen a vezo lazet a daoliou mein.

33. Ma en deuz unan bennag digoret ha kleuzet eur puns dour-glao, ha n’en deuz ket he c’holoet, hag ez euz kouezet enn-han eunn ejen pe eunn azen,

34. Mestr ar puns a baeo priz al loened, hag al loen maro a vezo d’ezhan.

35. Ma en deuz ejen eunn den blesset ejen eunn den all hag eo maro ; ann daou berc’hen a verzo ann ejen beo, a ranno ar priz anezhan, ha korf ann hini maro a zaouhanterint etrez-ho.

36. Mes ma ouie ar perc’hen e tourte he ejen deac’h ha derc’hent deac’h, ha n’en deuz ket diouallet anezhan, e taskoro ejen evit ejen, korf ann hini maro a vezo holl d’ezhan.


————