Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
LEVR ANN EXOD.

kerzjont tri dervez ebarz er gouelec’h, ha na gavent ket a zour.

23. Hag e teujont e Mara, ha na hellent ket eva dour Mara, dre ma oa c’houero ; evit-se e oe roet d’al leac’h-se eunn hano deread, oc’h he c’hervel Mara, da lavarout eo, C’houervder.

24. Hag ar bobl a grozaz enep Moïzes o lavarout : Petra a evimp ni ?

25. Mes Moïzes a griaz var-zu ann Aotrou, pehini a ziskouezaz d’ezhan eur seurt koad ; ha pa en devoa taolet euz ar c’hoat-se en dour, ann dour a zeuaz dous. Eno Doue a roaz d’he bobl gourc’hemennou ha lezennou, hag a amprouaz anezhan.

26. O lavarout : Mar selaouit mouez ann Aotrou ho Toue, ha mar grit ar pez a zo eeun diraz-han, ha mar sentit ouc’h he c’hourc’hemennou, ha mar mirit he holl lezennou, ne gasinn var-n-hoc’h nikun euz ann drougou-ze am euz taolet var ann Ejipt, rak me eo ann Aotrou pehini ho kra salo.

27. Ha bugale Israël a zeuaz da Elim, epeleac’h ez oa daouzek feunten, ha dek palmezen ha tri-ughent ; hag e savjont ho c’hamp e kichen ann douriou.


————


SKLERIDIGHEZ.


Ar c’han kaer-ze a ganaz Moïzes goude beza treuzet ar mor ruz, a zo e guers e levriou ar juzevien ; ha bez’ez eo, hep mar, ar gosa kanaouen zantel a zo er bed. Moïzes he c’hanaz gant ar re ghenta euz ann Israëlited ; ha marteze gant ar bobl enn he bez, pehini a ziskane dezhan, o lavarout bepred ar c’houblad kenta, evel ma her ro da glevout ar versad 21.