Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67
LEVR ANN EXOD.

Evel ma’z oe dilivranz ar bobl a Israël, hag he dremenidighez dre greiz ar mor ruz, eur skeuden euz hon dilivranz-ni a zindan sklaverez ann drouk-spered, hag euz hon tremen eürus euz ar stad a bec’hed d’ar stad a c’hras, ar ganaouen-ze a dle beza ivez ar skouer euz hon anaoudeghez vad. Goude eur retred, eur mission, pe ar pask, na kaer e ve klevout eur bobl kristen o kana, hag o lavarout : « Kanomp d’ann Aotrou, rak diskouezet en deuz he vrasder, hor pec’hejou en deuz taolet e goueled ar mor ; beuzet int enn he drugarez, effacet int gant goad Jezuz-Krist. Ann Aotrou a vezo va nerz, goude beza bet va zilvidighez. Ar boblou, da lavaret eo, enebourien va ene, a zavo da ober brezel d’in, mes ann Aotrou Doue a vezo va hencher, ha va difennour, ha va doughen a rai evel eur c’hrouadur, beteg al leac’h santel emedi o choum he-unan. » Eüruz nep a laka evelse he fisianz e Doue, o tifisiout anezhan he-unan !

℣ 25. Ann Aotrou a ziskouezaz de Voïzes eur seurt koat ; ha pa en devoe taolet euz ar c’hoat-se enn dour, ann dour a zeuaz dous.

Ar c’hoat-se en devoa dre natur ar vertuz da zigas dous ann dour c’houero ; rak ar Spered Santel, goude beza lavaret, e levr ann Ecclesiastik, en deuz ann Holl-C’halloudek krouet al louzeier mad ouc’h ar c’hlenvejou, ha ne dle ket ann den fur ober fae anezho, e lavar kerkent, evel evit krevaat he ghentel : « C’houervder ann dour ha ne d-eo-hi ket bet douseet dre ar c’hoat a daolaz Moïzes enn-han ? »

Ar c’hoat-se, eme zant Aogustin, a oa eur skeuden euz a groaz hor Zalver. Ar pec’hed o veza taolet he vinim var ann holl draou krouet, kouls lavaret, e kavomp tenn ha c’houero bete gourc’hemennou Doue. Hoghen n’hon euz nemet sellout ouz ar groaz, hag e tiskenn ac’hano enn hor ene eunn nerz celestiel pehini a zigas dous ar pez a zonje d’eomp a oa c’houero, hag a ra d’eomp kavout hor peoc’h hag hon eurusted o senti e peptra ouc’h bolontez Doue.


————