Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65
LEVR ANN EXOD.

kalloud braz beteg al leac’h santel ma choumot enn-han.

14. Ar boblou a zo savet enn ho zao, drouk a zo eat enn-ho, ar re a choum e bro ar Philistined a zo bet kroghet eur boan vraz enn-ho.

15. Neuze prinsed Edom a zo strafillet, ar c’hren a zo bet kroghet e paotred vad Moab ; holl vroidi Kanaan a zo bet sounnet gant ar spont.

16. Ra lammo ann effreiz hag ar spount var-n-ho dirag ar c’halloudeghez euz ho preac’h ; ra zeuint diflach evel eur mean, ken na vezo tremenet ho pobl, Aotrou, ken na vezo tremenet ar bobl-ma d’ehoc’h, pehini hoc’h euz perc’hennet.

17. Ho c’has a reot, hag ho lakaat a reot evit mad var venez hoc’h heritach, ebarz enn demeuranz-se hoc’h euz aozet, Aotrou ; enn ho santual, Aotrou, pehini hoc’h euz great ker kre gant ho taouarn hoc’h-unan.

18. Ann Aotrou a reno da vikenn hag enn tu-all.

19. Pharaon var varc’h, gant he ghirri hag he varc’heien, a zo eat ebarz er mor, hag ann Aotrou en deuz digaset dour ar mor var-n-ezho : mes bugale Israël ho deuz kerset dre eunn hent seac’h e kreiz ar mor. »

20. Mari, ar brofetez, c’hoar Aaron, a ghemeraz eta eunn daboulin enn he dourn, hag ar merc’hed holl a zeuaz er meaz d’he heul, gant taboulinou, hag e oe daou gheur.

21. Ha Mari a gane ar ghenta o lavarout : Kanomp d’ann Aotrou, rak enn eur fesoun gloriuz meurbed en deuz diskouezet he vrasder, ar marc’h hag ann hini a oa var he ghein en deuz taolet er mor.

22. Hoghen Moïzes a dec’haz gant Israël diouc’h ar mor ruz, hag ez ejont ac’hano e gouelec’h Sur ; hag e

5