Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63
LEVR ANN EXOD.

jen. Souezet omp, eme zant Bernard, gant ann traou a c’hoarvezaz pa’z eaz ar bobl a Israël er meaz euz ann Ejipt, ha n’omp ket souezet gant ar pez a c’hoarvez gant ann ene mad o kuitaat he stad a bec’hed ? A-hont n’ez euz trec’het nemet Pharaon, eunn den evel ann dud all, ama eo trec’het ann drouk-spered he-unan. A-hont ar mor ne lounkaz nemet kirri, tud he kezek ; ama eo beuzet gant gras Doue goall ioulou ar galoun, hag holl armou ann enebour. Ann Hebreed n’ho doa da vrezelekaat nemet oc’h tud evel d-ho, hag ann ene kristen a renk stourmi ouc’h galloudeien ann ear, ouc’h prinsed ar bed teval-ma, ouc’h roue ann ifern. Ha mar boa gloriuz evit Doue klevout neuze Pharaon o lavarout : Tec’homp diouc’h Israël, rak ann Aotrou a gombat evit-han, e gloriusoc’h c’hoaz d’ezhan klevout brema ann drouk-sperejou o lavarout ann eil d’eghile : Tec’homp, pellaomp diouc’h ann ene-ma, rak Doue a zo enn tu gant-han, hag a vrezeleka ouz omp.





PENNAD XV.


Kan Moïzes da drugarekaat Doue. — Dour c’houero chenchet e dour dous. — Ann daouzek eienen, hag ann dek palmezen ha tri-ughent.


1. Neuze Moïzes ha bugale Israël a ganaz ar c’han-ma d’ann Aotrou, hag e leverjont : « Kanomp d’ann Aotrou, rak enn eur fesoun gloriuz meurbed en deuz diskouezet he vrasder, ar marc’h hag ar marc’heg enn deuz taolet er mor.

2. Ann Aotrou eo va nerz, hen eo penn va meuleudiou, ha bet eo va zilvidighez ; hen eo va Doue, ha kana