Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
LEVR ANN EXOD.

a rinn he c’hloar ; hen eo Doue va zad, ha meuli a rinn he vrazder.

3. Ann aotrou a zo bet evel eur brezelour braz ; ann Holl-c’halloudek eo he hano.

4. Kirri Pharaon hag e arme enn deuz sklapet er mor : ar re ghenta euz he brinsed a zo beuzet er mor ruz.

5. Dounderiou ar mor ho deuz ho lounket, eat int d’ar goueled evel eur mean.

6. Ho tourn deou, Aotrou, en deuz diskouezet he oll nerz ; ho tourn deou, Aotrou, en deuz darc’hoet gant ann enebour.

7. Gant ar vrasder euz ho kloar hoc’h euz diskaret hoc’h enebourien, kaset hoc’h euz ho puaneghez hag e deuz ho devoret evel ma tev ann tan eur goloen.

8. Var c’houezaden ho puaneghez, ann douriou ho deuz en em stardet ; ann dour a rede a zo choumet enn he zao, hag ar goagou doun ho deuz en em stardet e kreiz ar mor.

9. Ann enebour en deuz lavaret : Redek a rinn var-lerc’h, tizout a rinn, ranna a rinn ar preiz, va ene a vezo var he oalc’h ; dic’houina a rinn va c’hleze, va dourn ho lazo.

10. Eur c’houezaden hoc’h euz great, hag ar mor en deuz ho goloet ; eat int d’ar goueled evel ar ploum, ann dour o virvi a ziouc’h ho fenn.

11. E tre ar re gre piou a zo henvel ouz-hoc’h, Aotrou ; piou a zo henvel ouz-hoc’h, c’houi ker kaer enn ho santelez, terrupl, meuluz, hag a ra burzudou.

12. Astennet hoc’h euz ho tourn, hag ann douar en deuz ho lounket.

13. Bet oc’h bet enn ho trugarez hencher ar bobl hoc’h euz dasprenet, hag he zoughet hoc’h euz dre ho