Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/64

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
LEVR ANN EXOD.

ar mor seac’h, hag ann dour a oa evit-ho evel eur vogher a gleiz hag a zeou.

30. Hag enn deiz-se ann Aotrou a dilivraz Israël diouc’h dourn ann Ejipsianed.

3l. Hag e veljont ann Ejipsianed maro var vord ar mor, hag ar galloud braz en doa diskouezet ann Aotrou enn ho enep ; hag ar bobl a zoujaz ann Aotrou, hag e kredjont d’ann Aotrou, ha da Voïzes he zervicher.


————



SKLERIDIGHEZ.


Deuet eo ann heur ma tlie Doue diskouez d’ar bed petra a c’hoarvez abred pe zivezad gant ann den a vez hardis aoalc’h evit klask enebi outhan. Pharaon en devoa bet kenteliou a-oalc’h, hag he galoun ne oa ket chenchet. Keuz a zeu d’ezhan da veza sentet eur veach, hag e fell d’ezhan rapari he faot var he veno. Mont a ra he-unan varlerc’h ann Israelited, ha kas a ra gant-han daou c’hant hanterkant mil euz he zujidi. Justiç Doue a oa oc’h he c’hortoz ; beuzet int holl ebarz er mor, ha na zistroaz ket unan hepken d’ar ghear.

Ar seurt taoliou-ze, Doue n’ho gra nemet eur veach, hag ho lakaat a ra enn he Skritur pehini a bado bete fin ar bed, evit rei skouer d’ann holl. Ar re fur a gred hag a zouj, ar re n’ho deuz na feiz na reiz, na reont van, na gredont ket ; ha var ar fin, e c’hoarvezo gant-ho e c’hiz gant Pharaon ; epad ma tremeno bugale Doue euz ar bed-ma d’ar bed all, goude ar varn ziveza, hi a vezo sebeliet holl enn eur mor a dan.

Ar bobl a Israël o tremen dre ar mor ru evit en em zavetei, a zo skeuden ar gristenien o tremen euz ar stad a bec’hed d’ar stad a c’hras dre zour ar vadisiant pe dre zaelou ar bini-