Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
LEVR ANN EXOD.

He zibri a reot enn he bez, da lavaret eo, hep teurel a gostez, nag ar penn, nag ann treid, na netra a ghement a hell beza debret, ha na dorrot nikun euz he eskern. Er gommunion e tighemeromp hor Zalver Jezuz-Krist leun a vuez, he gorf, he c’hoad, he ene, he zivinite ; hag oc’h he zibri e guirionez evel ma reomp, ne dorromp ket e eskern, ken nebeut na oe torret nikun anezho, pa varvaz var ar groaz. Chetu aze heveledigheziou goestl meurbed da greski hor feiz, da estlammi hor spered, hag a dle rei d’eomp c’hoant da lenn ha da studia ar Skrituriou Sakr.





PENNAD XIII.


Doue a c’houc’hemenn ma vezo kennighet d’ezhan e prof ar re ghenta-ganet, ken euz ann dud, ken euz al loened. — Ar prof-se hag ar pask a vezo evit derc’hel sonj euz ann dilivranz. — Eskern Jozeph. — Ar goummoulen teval enn deiz ha goulaouek enn noz.


1. Ann Aotrou a gomzaz ouc’h Moïzes, o lavarout :

2. Konsakrit d’in pep kenta-ganet, ann hini a zigor ar vamm e touez bugale Israël, ken euz ann dud ken ken euz al loened ; rak ann holl draou a zo d’in.

3. Ha Moïzes a lavaraz d’ar bobl : Ho pet sonj euz ann deiz-ma, e pehini oc’h deuet er meaz euz ann Ejipt, hag euz a di ar sklaverez ; rak ann Aotrou en deuz ho tennet euz ar vro-ze gant eunn dourn nerzuz ; diouallit na zebrot bara goellet enn deiz-se.

4. Hirio ez it er meaz, e miz ann edou nevez.

5. Ha pa en devezo ann Aotrou ho lekeat e douar