Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53
LEVR ANN EXOD.

Jerom a zav eur groaz. Hag ann droug-spered, eme zant Iann Krizostom, na gred ket tostaat ouz ar gristenien a vez livet ho muzellou gant goad Jezuz-Krist er gommunion.

Ann-holl a renkaz dibri euz ann oan paskal evit beza dilivret ; ha Jezuz-Krist a lavar enn he Aviel, ma na zebrit ket kik Map ann den ha ma na evit ket he c’hoad, n’ho pezo ket ar vuez enn-hoc’h.

Ann doareou all ken a gorf ken a spered, merket gant Moïzes evit dibri ann oan paskal, a ziskouez e pe stad e tleomp beza evit tostaad ouz ar gommunion. Ann oan a vezo choazet pemp devez araog ar pask, evit ma vezo amzer da velout heg hen zo iac’h, dizi, ha mad da veza kennignet da Zoue. — Pep den, eme zant Paol, a dle en em amproui abarz dibri euz ar bara-ze, chenchet e korf hag e goad hor Zalver. Ann oan a vezo debret gant bara dic’hoell, ha louzeier c’houero. — Ar gommunion a dle beza graet gant eur galoun neat, hep goell ebed euz ar pec’hejou koz, ha gant eur spered a binijen. Dibri a reot ann oan enn ho sao, ho tiougrazel gourizet, eur vaz enn ho tourn, ha boutou enn ho treid evel tud prest da vont enn hent. — Ar re a gommuni, a dle beza oberiant, chast, goestl d’en em zifenn ouz ann droug-spered, ha lijer da redek dre ann hent mad ha da virout gourc’hemennou Doue. Ne zebrot anezhan netra kri, na poazet enn dour, mes hep ken poazet ouc’h ann tan. — na ghemerit ket ar gommunion evel eur boed hag a gouez dindan ar skianchou naturel, na gredit ket zo ken e trankit enn ho kenou kik ha goad hor zalver, pa renkit chaoka ar spes euz ar bara, evel ma rea ar gristenien ghenta pere a gommunie gant bara tieghez. Hor Zalver ebarz ar gommunion a zo evel pa oa ressuscitet, eur c’horf gloriuz, hag en em unan gan-eomp pa zebromp enn apparansou santel, hep beza rannet, na dantet, na teuzet, na steki ouz hor skianchou e doare ar c’horfou. Arabad eo kommunia gant eur galoun glouar, merket dre ann dour ; mes gant eur galoun domm ha leun a garantez.