Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
LEVR ANN EXOD.



SKLERIDIGHEZ.


Dilivranz ar bobl a Israël euz a gaptivite ann Ejipt a zo eur skeuden gaer euz a zilivranz hon eneou euz a gaptivite ann droug-spered. Pharaon hag he dud a zalc’he pell a oa bugale Israël enn eur stad poaniuz, ha na felle morse d’ezho ho lezel da zistrei d’ho bro ; ann droug-spered hag ann techou fall a zalc’he ann holl dud, kouls lavarout, enn eur stad tristoc’h c’hoaz abaoe ar pec’hed originel, ha n’ho lezent morse da vont d’ho guir vro, pehini eo ar baradoz. Doue a lavar da Pharaon, ma lazo ar re ghenta-ganet euz ho rouantelez, ha neuze e lezfot va bobl da vont el leac’h ma fell d’in ez afe. Jezuz-Krist a lavar d’ann droug-spered : Me zismantro rouaned ha mistri ar bed, pere, evit plijout d’ehoc’h, a vir ne vez prezeghet va Aviel d’ar boblou ; me zismantro techou fall ann dud dre va gras, dre va c’helennadurez, dre va zakramanchou, ha, neuze, evel n’ho pezo mui guir var-n-ezho, ho lezfot da vont da rouantelez va Zad.

Ann oan paskal a zo eur skeuden gaeroc’h c’hoaz euz hor Zalver Jezuz-Krist. Ann oan paskal, eme Voïzes, a vezo hep zi, eur par, eunn oan bloaz. — Jezuz-Krist, ar zantelez memes, a zo hanvet Oan Doue, Oan dinam hag hep zi, map-unik ann Tad, map Mari, Doue ha den ; ha lekeat eo bet d’ar maro e kreiz he vrud.

Ann oan paskal a vezo lazet ha debret d’ar bevarzek devez euz ar miz kenta, d’ar pardaez. — Noz kent ann dilivranz Jezuz-Krist a instituaz Sakramant ann Aoter d’ar bevarzek devez euz al loar ghenta, loarad miz meurs ; a reaz ar pask nevez gant he Ebestel, en eur rei d’ezho he ghik hag he c’hoad da zibri ha da eva, hag hon dilivraz antronoz o vervel var ar groaz da deir heur diouc’h ar pardaez.

Lakaat a reot euz a c’hoad ann oan var c’hourin ha var zaou bost dor ho ti, hag Eal ar maro a dremeno ebiou, ha na rai droug ebed d’eoc’h. — Ann tri merk-se, eme zant