Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
LEVR ANN EXOD.

ar Gananeed, ann Hetheed, ann Amorrheed, ann Heveed hag ar Jebuzeed, douar hag en deuz touet d’ho tadou e roje d’ehoc’h, douar hag e red enn-han al leaz hag ar mél, c’houi rai al lidou sakr-ma ebarz er miz-se.

6. Epad seiz devez e tebrot bara dic’hoell ; hag ar seizved devez a vezo gouel braz ann Aotrou.

7. Bara hep goell a zebrot epad seiz devez, ha ne vezo guelet netra enn ho tiez, nag enn ho touarou e leac’h ebed.

8. Hag enn deiz-se e tanevellot d’ho map, o lavarout : Chetu ama ar pez en deuz great ann Aotrou evid-oun, pa ounn eat er meaz euz ann Ejipt.

9. Ha kement-se a vezo evel eur zin enn ho tourn, hag evel eunn arouez dirag ho taoulagad ; evit ma vezo lezen Doue bepred enn ho kenou ; rak ann Aotrou en deuz ho tennet euz ann Ejipt gant eunn dourn nerzuz.

10. Ober a reot al lid-se d’ar mare merket pep bloaz hep mank ebed.

11. Ha pa devezo ann Aotrou kaset ac’hanoc’h da zouar ar Gananeed, evel m’en deuz touet d’ehoc’h ha d’ho tadou, ha pa en devezo roet ar vro-ze d’ehoc’h ;

12. C’houi a zispartio d’ann Aotrou kement tra a zigor ar vamm, ha pep kenta-ganet, euz ho loened ; ann holl bared ho pezo a gonsakrot d’ann Aotrou.

13. Kenta ganet ann azen a zasprenot gant eunn danvad ; ma n’hen dazprenit ket, e lazzot anezhan. Ha kenta-ganet ann den e touez ho pugale a zazprenot gant arc’hant.

14. Hag enn amzer da zont, pa c’houlenno ho map digan-eoc’h : Petra eo kement-ma ? e respontot d’ezhan : Ann Aotrou en deuz hon tennet euz a zouar ann Ejipt hag euz a di ar sklaverez gant eunn dourn nerzuz.