Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
LEVR ANN EXOD.

ket eur c’harn diout-ho var hol lerc’h. Ezomm ez euz anezho evit ober lid ann Aotrou hon Doue ; drest pep tra pa na ouzomp ket petra a dle beza sakrifiet, ken na vezimp arruet var al leac’h.

27. Hoghen ann Aotrou a galedaz kaloun Pharaon, ha na fellaz ket d’ezhan ho lezel da vont kuit.

28. Ha Pharaon a lavaraz da Voïzes : En em dennit diouz-in, ha diouallit na deufac’h mui dirag va fas ; rak daoust e pe zevez en em ziskouezot diraz-oun, e varfot.

29. Moïzes a respontaz : Great e vezo evel ma livirit, ne velinn mui ho tremm.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 2. Evit ma kountot d’ho pugale ha d’ho pugale vihan pet gueach em bezo flastret ann Ejipsianed. — Doue na ra netra e vean ; ma na brofit ket he oberiou d’ann dud fall, e profitint d’ar re vad. Doue a ouie e vije he daoliou hag he vurzudou didalvez evit Pharaon hag ann Ejipsianed, mes talvouduz e vezint d’he Israelited, ha d’he gristenien divezatoc’h. Hag e c’hourc’hemenn d’he bobl kounta d’ho bugale ha d’ho bugale vihan, evesiek d’ho zelaou, pet gueac’h en devezo diskouezet he c’halloud, hag he vadelez evit ho zavetei. Mad eo eta lenn historiou ann Testamant koz ha re ann Testamant nevez ; ha chetu perag e klaskann ho lakaat e brezounek evid-hoc’h, va c’henvroiz ker.

℣ 17. Pedit ann Aotrou ho Toue evit ma lamo diouz-in ar Voalen-ma ker goaz hag ar maro. — Al loenedigou-ma a bere en em zervich Doue en he eizved goalen, a zo c’hoaz dister a-oalc’h ; ho ghervel a rear killeien-raden, kirvi-lann ; ha saillerezed ; mes pa c’hourc’hemenn Doue, e ouzont ober droug a-oalc’h. Ar Skritur a lavar e Levr ar furnez, 16, 9,