Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
LEVR ANN EXOD.

zho : Pec’het am euz enep ann Aotrou hag enn hoc’h enep-hu.

17. Mes pardonit d’in va fec’hed ar veach-ma c’hoaz, ha pedit ann Aotrou ho Toue, evit ma lammo divar-n-oun ar voalen-ma ker goaz hag ar maro.

18. Ha Moïzes o veza eat kuit a zirag Pharaon, a bedaz ann Aotrou.

19. Pihini a lekeaz eunn avel kre meurbed da c’houeza euz a du ar c’huz-heol, hag a skubaz gant-han ar c’helleien-raden hag ho zaolaz ebarz ar mor ruz ; ne choumaz ket unan zoken e holl ran-vroiou ann Ejipt.

20. Hag ann Aotrou a galedaz kaloun Pharaon, ha ne lezaz ket bugale Israël da vont kuit.

21. Hoghen ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Astennit ho tourn etrezeg ann Envou, evit ma vezo ann devalijen var zouar ann Ejipt, hag eunn devalijen ken teo, ma vezo gallet touch out-hi gant ann daouarn.

22. Ha Moïzes a astennaz he zourn etrezeg ann Env, hag eunn devalijen spountuz a c’holoaz holl zouar ann Ejipt epad tri devez.

23. Den na velaz he vreur, ha na finvaz euz al leac’h ma edo pa goumansaz ann devalded ; mes e kement leac’h ma oa bugale Israël o choum, ar sklerijen a bare.

24. Neuze Pharaon a c’halvaz Moïzes hag Aaron, hag a lavaraz d’ezho : It, grit ho sakrifis d’ann Aotrou. Ra choumo hepken er ghear ho tenved hag ho chatal ; ho pugale vihan a hell mont ganeoc’h.

25. Moïzes a lavaraz : rei a reot ivez d’eomp al loened a lazer hag ann traou all a zever en enor da Zoue, evit ma ho c’hennighimp e zakrifis d’ann Aotrou hon Doue.

26. Hon tropellou holl a ielo gan-eomp ; ne choumo