Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
LEVR ANN EXOD.

penaoz e kroghent enn dud beteg ho lakaat da vervel. Chetu perag en em hast Pharaon da lavarout da Voïzez : Pedit ho Toue da lemel diouz-omp ar maro nevez-ma.

℣ 22. Hag eunn devalijen spontuz a c’holoaz holl zouar ann Ejipt epad tri devez. — Ar zonj hepken euz ann devalijen-ze a ra aonn d’ann den. Beza tri devez ha teir nozvez hep guelout ann distera sklerijen hag eunn noz ken du, eunn devalijen ken teo ma hellet touch out-hi gant ann daouarn ! Koulskoude Moïzes ne verk ket ama ann draou heuzuz a c’hoarveaz. Ar Spered Santel e Levr ar Furnez, 17. 26, a lavar kalz muioc’h.

« Epad, emezhan, ma krede ann dud fall ec’h hellent ober ho mistri var ar bobl Santel, e oent dalc’het gant chadennou ann devalijen ha re eunn nozvez hir, prizounerien enn ho ziez ; mar klaskent tec’het a zirag providanz Doue venjet var-nezho, e kouezent d’ann douar… Spontet horrubl, souezet mor, ha strafillet. Ar c’haoiou douar e pere e felle d’ezho en em guza, n’ho difennent ket diouc’h ar spount ; rak trouzou a glevent a ziouc’h ho fenn hag ho strafille ; ha spesou heuzuz, personnachou trist en em ziskoueze d’ezho hag ho c’harghe a spount. Tan ebed, daoust pegher kre a vije, na helle rei d’ezho ann disterra sklerijen, na lughern pur ar stered na helle ket skleraat ann noz digonfortuz-se. Eunn tan iskiz a skoe ho daoulagad evel luc’hed, tan leun a spont ; ha dallet gant ann aoun, e krede d’ezho guelout traou effreizusoc’h c’hoaz eghet ar pez a velent. Neuze e oe guelet ne oa netra ardou ar vagicianed ; hag ho briz-furnez gant pehini en em fougheent a gouezaz enn dismeganz. Rak ann dud-se pere a bromette lemel ann aoun, hag ar strafuill diouc’h ann eneou hanter varo, karghet ho-unan a spount, a choume hanter-varo, eur c’hoarz ho guelet. Ha pa na zeue ket ar spesou d’ho spounta, eunn aneval o tremen, eunn aer o c’houibana ho strafille, hag e krenent da vervel. Rak eur goustianz fall a zo aounik, he zesteni he-unan he c’houndaon, hag e tiskred bepred ez euz eunn drouk bennag oc’h he four-