Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/244

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
242
HISTORIOU SANTEL.

euz eur vro bell meurbed, hag enn hano ann Aotrou ho Toue omp deuet beteg en-hoc’h. Rak klevet hon euz ar vrud euz he holl-c’halloud, hag ar pez en deuz great enn Ejipt. Guelit dre ar stad m’emaomp ; peghement a hent hon euz great. Ar bara-ma a oa fresk-beo pa zeujomp euz ar ghear, ha chetu hen seac’h-korn, louedet ha bruzunet. Hor c’hrec’hin guin a oa nevez-flam ha chetu hi roghet ; hon dillad hag hor bouteier a zo uzet dre forz ober hent ; mez hon euz o tont er stad-ze diraz-hoo’h. Josue a reaz ar peoc’h gant-ho. Ar ghevredighez a zoughe ne vijent ket distrujet, ha prinsed ar bobl hen touaz var ho lé.

Tri devez goude, ar ghenta kear vraz a gavaz ann Israelited, a oe Gabaon, kear ho mignouned. Ar bobl a grozaz enep ar brinsed. Ar re-ma a respontaz : N’hellomp ket ho laza, abalamour d’al lé hon euz great d’ann Aotrou ; ho buez a choumo gant-ho, mes hor mevelien hag hor mitizien e vezint da drouc’ha hor c’heuneud ha da gherc’hat hon dour. Ar pez a rejont hed ho amzer.

Adonisedek, roue Jerusalem, o velout ho doa ar Gabaoniz great kevredighez gant Israël, a ieaz drouk enn-han ; hag e kasaz kannad da bevar roue all da zont d’he zikour evit ho c’hastiza. Dont a rejont, hag e lekejont ar ziel var Gabaon ar ghear veur. Mes Josue a ziredaz da zikour he vignouned, hag a c’hounezaz eur victor vraz var ar pemp roue. Ann Aotrou a gombate evit-han ; rak epad ma tec’he ann enebourien, eur glao a vein braz a goueze var-n-ho euz ann Env, enn hevelep fesoun ma oe lazet muioc’h a dud gant ar vein eghet gant ar c’hleze.

Koulskoude ann noz a dostee, ha Josue, a oa poan