gant-han guelet c’hoaz re a enebourien oc’h achapa digant-han. Komz a ra ouz Doue ; hag enn eunn taol o trei ouz ann heol, e lavaraz, a vouez huel dirag ann holl : Heol, choum enn da zao. Hag ann heol a choumaz ne he zao epad daouzek heur. Ha ne oe biskoaz, ha ne vezo bikenn, eme ar skritur, eunn deiz ken hir, ann Aotrou o senti ouc’h mouez ann den.
Ann Israelited a boursuaz ho enebourien epad ann deiz hir-ze, hag ho lazaz gozik holl. Ar pemp roue a ieaz da guzet enn eur gavarn zoun, e peleac’h e oent paket, ha kroughet dre urz Doue.
Josue a vrezelekeaz evelse epad c’houec’h vloaz, trec’h ato d’he enebourien. Eur roue ha tregont a lazaz, eme ar Skritur. Erfin, o veza distrujet holl ar boblou-ze millighet gant Doue, e rannaz ar vro etre daouzek meuriad Israël, hag e varvaz e peoc’h, oajet a zek vloaz ha kant.