Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
241
HISTORIOU SANTEL.


Ar sort a gouezaz var Akan, euz a veuriad Judaz. Josue a lavaraz d’ezhan gant douzder : Va map, ro gloar d’ann Aotrou Doue Israël, anzav ha lavar d’in petra ec’h euz great. Akan a respontaz : Ia, pec’het am euz enep ann Aotrou ; guelet am euz e kreiz ar breizerez eur vantel vouk, unan a briz, eunn nebeut arc’hant hag eur varrennik aour. Va c’hoant a zo bet krevoc’h evid-oun, hag em euz ho c’hemeret, hag ho c’huzet enn douar e kreiz va leur-zi.

Josue a ziskleriaz d’ezhan ar varn doughet enn he enep gant ann Aotrou, hag ar zetanz a oe sevenet var ann heur. Doue a ziskleriaz da Josue e oa distanet he vuaneghez, hag ec’h helle, pa garje, mont a raog hep aoun ebed rag he enebourien. Kearig Haï a oe kemeret, ha great d’ezhi evel da Jeriko.

Rouaned ha poblou Kanaan, o velout gounidou ann Israelited en em glevaz da ober a-unan brezel d’ezho. Ar Gabaoniz hepken a vennaz er c’hiz all. O velout a-vad na hellent ket en em zifenn dre nerz, e klaskjont en em zavetei dre finessa. Gouzout a reant n’ho doa trugarez ebed da c’hortoz evel kananeed, heg e oa ret d’ezho rei da gredi e oant euz a eur vro bell, evit ghellout ober ar peoc’h ha kevredighez gant bugale Israël. Ho c’hannaded eta a ghemeraz ezen skuiz, da zoughen ho fourveziou ; lakaat a rejont bara koz, kalet ha bruzunet e seier fall hag hanter-uzet, hag ho guin e krec’hin roghet ha penseliet. Ho dillad hag ho bouteier-ler a oa er memes tra karghet a benseliou. Enn doare-ze e teujont da gamp ann Israelited. Ar re-ma a lavaraz d’ezho : Marteze c’houi zo o choum er vro roet d’eomp gant ann Aotrou, rak-se n’hellomp ket ober kevredighez gan-ehoc’h. Hi a respontaz : Ho servicherien a zo

16