Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/242

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
240
HISTORIOU SANTEL.

ha seiz belek all a zono ho zrompillou, hag ar bobl munud a zeui varlerc’h. Enn doare-ze e reot tro kear bemdez epad seiz devez. Den na lavaro grik, ne vezo klevet nemet ann trompillou. D’ar seizved devez, pa reot tro kear evit ar veach divezha, d’ar mare ma souno ann trompillou hirroc’h ha skiltrusoc’h, holl vugale Israël a daolo eur griaden vraz, ha mogheriou Jeriko a gouezo e rez d’ann douar. Peb-unan a lammo e kear dre ann toul a vezo diraz-han, ha tud kear a vezo lazet holl.

Josue a ziskleriaz urzou Doue d’ar bobl, hag a lavaraz d’ezhan er memes amzer : Ho pet sonj mad eo ar ghear-ze millighet ; den ebed eta na dle kemer netra, nag he viret enn tu d’ezhan ; rak ann dra-ze a denfe goalleuriou braz var-n-omp holl.

Peptra eta o veza bet reizet evelse, en em lekejont da ober tro kear ; ha d’ar seizved devez, d’ar mare merket, mogheriou Jeriko a gouezaz gant eunn trouz spontuz ; kear a oe kemeret, devet, freuzet, hag ann holl dud lazet, nemet Rahab hag he c’herent, pere a vevaz euz a neuze etouez ar bobl a Israël.

Eunn devez bennag goude kement-ma, Josue a gasaz tri mil den da c’hrounna ar ghearik vihan hanvet Haï. He zoudarded a oe trec’het, hag a zeuaz gant dizenor vat ho c’hiz. Josue souezet ha spountet, en em strink he fas d’ann douar dirag ann arc’h, da bedi ha da hirvoudi beteg ann noz. Ha Doue a lavaraz d’ezhan : Israël en deuz great eur pec’hed : kemeret ho deuz e Jeriko euz ann traou millighet. Dastumet ar bobl, tennit d’ar sort, hag e kavfot ar feller. Lekeat e vezo d’ar maro, hen hag he vugale, ha devet e vezo neuze gant kement a berc’henn out-han.