Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/241

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
239
HISTORIOU SANTEL.

Ha daou vil ilinad var ho lerc’h e teue ar bobl dre renk ha dre veuriad, evel kustum.

Ar ster a oa braz d’ar mare-ze ; mes kerkent ha ma ho doe ar veleien lekeat ho zreid enn dour, ar Jourden a choumaz krenn en he zao. Ann dour a oa izelloc’h eghet-ho, a heuliaz he red, hag ann hini a oa huelloc’h en em verniaz evel eur menez da veza guelet euz a bell. Ar veleien a zoughe ann arc’h a choume a zao var ann douar seac’h e kreiz ar Jourden, hag ar bobl holl a dremene kân ar ster hep glepia he dreid.

Neuze ann Aotrou a lavaraz da Josue : Choazit daouzek den, unan a bep meuriad, ha grit d’ezho kemer var ho dikoaz daouzek mean euz a greiz ar Jourden eleac’h ma eo choumet ar veleien en ho zao gant arc’h ar ghevredighez ; hag e rafot eunn arouez gant-ho er c’hamp kenta a zavfot er vro-ma. Hag eunn deiz pa c’houlenno ho pugale : Petra a zinifi ar vein-ze ? E respontot d’ezho : Ster Jourden a zizec’haz dirag arc’h kevredighez ann Aotrou pa dremene ar ster-se ; evit-se eo bet lekeat ar vein-ze enn ho zao, da veza evit bugale Israël eunn arouez da viken euz ar pez a zo c’hoarvezet. — Ar pez a oe great. Ha Josue a zavaz ivez daouzek mean all e kreiz kân ar Jourden el leac’h ma choumaz ar veleien enn ho zao gant arc’h ar ghevredighez. Pa oe tremenet ann holl bobl, ar veleien a dremenaz ivez gant ann arc’h, hag ar ster a ghemeraz he red evel araog.

Ar ghenta kear a gavaz ann Israelitet var ho hent a oe Jeriko. Ann Aotrou a lavaraz da Josue : Roet am euz d’ehoc’h Jeriko, he roue, he zud hag he danvez.­ Chetu petra hoc’h euz da ober evit he c’hemerout. Ho prezelourien, renket evit ar gombat, a gherzo araog arc’h va c’hevredighez. Pevar belek a zougo ann arc’h,