Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
236
HISTORIOU SANTEL.

Doue, hor Zalver a ra burzudou braz, evit diskouez eo Map Doue ha digaset gant he Dad. — Moïzes a zoug al lezen ma vezo lazet ann oan paskal ; hor Zalver, guir Oan paskal, en em zakrifi he-unan, hag a ro urz d’he ebestel ha d’ar veleien a zeui enn ho goude da guntinui he zakrifis. — Moïzes a laka ann Israelited da dremen er Mor Ruz, hag ho disparti evelse diouc’h ann Ejispsianed ; hor Zalver a laka he dud da dremen dre dour sakr ar vadeziant, hag a zisparti evelse ar gristenien diouc’h ar baïaned. — Moïzes a gas ann Israelited, a dreuz eur vro c’houez ha digonfort, var-zu eur vro e red enn-hi al leaz hag ar mel, da lavaret eo, eur vro binvidik e pep tra ; hor Zalver a gas he gristenien a dreuz ann draounien-ma a zaelou, etrezeg ann Env pehini eo ar guir zouar prometet. — Moïzes a vag he bobl gant eur boed kouezet euz ann Env ; hor Zalver a vag ar gristenien gant eur bara beo diskennet euz ann Env. — Moïzes a ro eul lezen d’he Bobl ; hor Zalver a ro eul lezen barfetoc’h d’ar gristenien. — lezen Moïzes a oe embannet e kreiz burzudou spountuz ; Lezen ar gristenien a zo embannet e kreiz burzudou a vadelez hag a garantez. — Moïzes a zistan buaneghez Doue fachet ouz he bobl ; hor Zalver a zistan dalc’hmad buaneghez he Dad alumet ivez dalc’hmad dre bec’hjou ann dud. — Moïzes a ghennig goad anevaled e sakfifiz da ziella ar ghevredighez pe ann testamant koz ; hor Zalver a ghennig he c’hoad he-unan da ziella ar ghevredighez pe ann testamant nevez. — Lezen Moïzes a dlie padout bete donedighez ar Messi ; lezen hor Zalver a bado bete fin ar bed, beteg he eil zonedighez. — Moïzes n’en deuz ket bet ann eur da gas ann Israelited tre ebarz enn Douar prometet ; brasoc’h eghet Moïzes, hor Zalver en deuz digoret ann Env d’ann holl dud, ha kaset gant-han d’ar baradoz holl dud just al lezen goz, ha prometet plasou d’ar re a zeuje var he lerc’h bete fin ar bed.

Sellit peghen vetuzuz eo bet Moïzes beteg ar fin ; goude beza kaset ha digaset he bobl epad daou-ughent vloaz, ha gouzanvet kement a boaniou endro d’ezhan ; brema pa ema