Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/237

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
235
HISTORIOU SANTEL.

aoun ho deuz bet he enebourien, ha var he gomz, e viraz ouc’h gouliou spountuz ann Ejipt da vont pelloc’h.

He c’hlorifiet en deuz e presanz ar rouaned, roet en deuz he urzou d’ezhan dirag e bobl, ha diskouezet en deuz d’ezhan he c’hloar.

Great en deuz eur zant anezhan dre he feiz hag he zousder, hag he choazet en deuz etre holl dud he amzer.

Rak roet en deuz d’ezhan he vouez da glevout, hag he zigaset en deuz e diabarz ar goumoulen.

Ha roet en deuz d’ezhan dirag he bobl he c’houc’hemennou, hag al lezen a vuez hag a skiant, evit deski he ghevredighez da Jakob hag he lavarou fur da Israël. »

Goude ar veuleudi gaer-ze n’euz mui netra da lavarout, nemet ma en deuz bet Moïzes ann enor da veza bet unan euz a destou Hor Zalver, pa en em ziskouezaz enn he c’hloar var venez Thabor ; hag eo bet skeuden ar Messi enn he holl oberiou, evel ar batriarched all.

Pa oe ganet Moïzes, eur roue kriz a lakee d’ar maro bugale vihan ann Israëlited ; pa oe ganet hor Zalver, Herodez a lekeaz d’ar maro bugale vihan ar ghear a Vethleem ha re ar c’harter tro-var-dro. — Moïzes a achap diouc’h kounnar Pharaon ; hor Zalver a achap diouc’h kounnar Herodez. — Moïzes a zo savet pell diouc’h he dud e palez roue ann Ejipt ; hor Zalver a dremen eur pennad amzer enn Ejipt, pell diouc’h ar vro ma eo ganet. — Moïzes, deuet braz a zistro etouez ann Israelited he vreudeur ; hor Zalver a zistro da Nazareth e kreiz ar Juzevien he vreudeur. — Moïzes a zo choazet gant Doue da denna he bobl diouc’h sklaverez Pharaon ; hor Zalver a zo choazet gant Doue he dad, da denna ann holl dud diouc’h sklaverez ann drouk-spered. — Abarz en em rei da anaout d’ann Israelited, Moïzes a dremen daou-ughent vloaz er gouelec’h ; abarz en em rei da anout d’ar bed, hor Zalver a dremen tregont vloaz euz he vuez dianavezet gant ann dud, ha daou-ughent devez er gouelec’h. — Moïzes a ra burzudou braz evit diskouez eo digaset gant