Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/239

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
237
HISTORIOU SANTEL.

ar bobl oc’h arruout e penn he veach ; ha var nez da vont enn Douar prometet, e renk choum he-unan er meaz. Peleac’h ema he glemmou ? Gher ebed enep barnedighez ann Aotrou Doue ; mervel a ra gant sentidighez, ha buanoc’h a-ze ez a he ene d’ann eurusted eternel.

Evit he gorf, den n’en deuz gouezet peleac’h eo bet interret. Falvezet eo bet kement-se da Zoue, gant aoun na vije deuet ann Israelited d’he zizouara, ha d’he adori evel eunn Doue, ken doughet e oant d’ann idolatriach. Hervez eur gomz a lennomp e lizer ann abostol Sant Jud (iii, 2.), e savaz neuze disput etre Sant Mikeal hag ann diaoul divar-benn korf Moïzes. Ann diaoul a felle d’ezhan e vije interret ar c’horf gant enor ha dirag ar bobl ; he rezoun en doa evit kement-se, kavet en divije eno eunn occasion gaer evit lakaat ar bobl da goueza enn idolatriach. Mes Sant Mikael a enebaz stard, hag hep teurel var he enebour na malloz na komz flemmuz ebed, e c’hounezaz var-n-ezhan gant ar gomz-ma hepken : Ra goumando d’id ann Aotrou ! Ann arc’heal, eme Sant Jud, na reaz ket evel ma ra eur rum dud a zo, pere na c’houzavont mestr ebed, a zispriz ar re a zo var ho fenn, hag a ro ho malloz da ghement den a zoug kurunen.




PENNAD XIII.


Josue. — Tremenidighez ar Jourden. — Jeriko kemeret. — Akan lekeat d’ar maro. — Finessa ar Gabaoniz. — Poblou Kanaan distrujet. — Ar vro rannet etre daouzek meuriad Israël. — Maro Josue.


Goude maro Moïzes, ann Aotrou Doue a lavaraz da Josue : Tremenit ar Jourden, c’houi hag ar bobl, ha