Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/233

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
231
HISTORIOU SANTEL.

evel ma’z eo maro Aaron ho preur var menez Hor, hag eo eat da gavout he bobl.

51. Dre ma hoc’h euz ho taou pec’het em enep, e kreiz bugale Israël, e kichen dour ar gontroliez e Kadez gouelec’h Sin ; ha n’hoc’h euz ket va enoret diouc’h va zantelez etouez bugale Israël.


————


SKLERIDIGHEZ.


Pa en doe Moïzes achuet levr ann Deuteronom, e roaz anezhan d’ar veleien ha da henaoured ar bobl, hag e c’hourc’hemennaz d’ezho he lenn bep seiz vloaz dirag ann holl bihan ha braz, evit na vije den hep anaout al lezen. Kement-se a zesk d’eomp penaoz dindan al lezen goz kerkoulz hag el lezen gristen, ar veleien, pe velloc’h, hor mamm zantel ann Iliz a zo karghet gant Doue da viret ar Skritur Sakr ha d’hen displega d’ar bobl. Digant ar velein gatholik eta eo e tleit kemer ar Skritur, ha nann digant ann huguhoded. Hag ann dud deuet var ann oad a dlefe en em rei mioc’h da lenn ar Skritur, eghet na reont. Evit-ho eo bet lakeat e brezounek Levr ar C’heneliez, Levr ann Exod, ar pennadou kaera euz ann Niverou, hag euz ann Deuteronom ; ha dreist pep tra Buez Jezus-Krist, pehini eo ann Aviel.

Taolit evez ivez e fell da Voïzes e ve ar vugale vihan var al leac’h, pa vezo lennet ar skritur, ha dre eno e ro d’eomp da glevout e tleer abred labourat kaloun ha spered ar vugale ; ho diorren en hevelep fesoun, ma vezo doujanz Doue hag he garantez ann traou kenta a vezo skrivet enn ho ene, rak ann traou ho deuz kemeret ar plaç kenta enn hor spered, a vezo ar re ziveza o vont er meaz.